21
Jul
2017

Panelloù livajet e Teiz-Noaloù : respont Ai’ta ! d’ar Maer

N’eo ket gant strollad Ai’ta! ez eus bet livajet panelloù Teiz-Noaloù, pa n’eo ket doareoù ober ar strollad, met n’omp ket souezhet ec’h errufe skuizh tud zo gant dismegañs ar maer evit hor yezh, eñ besprezidant kentañ tolpad kumunioù nevez Gwened war an dro.

Ar gumun kentañ o lemel e anv eus karta Ya d’ar brezhoneg e oa bet Teiz-Noaloù. Gant an trouz bet dre ar medioù o doa ranket an dilennidi cheñch penn d’ar vazh en o c’homzoù. Daoust d’an niver uhel a skolidi o teskiñ brezhoneg er gumun (22 % eus ar c’hentañ-derez) n’eus ket bet graet gwall dra dibaoe gant ar maer hag e skipailh.

Ne ra ket Yves Questel muioc’h a draoù evit ar brezhoneg a live an tolpad kêrioù pa n’eo ket divyezhek al logo nevez, ger ebet en hor yezh war al lec’hienn, daoust d’ar pezh a oa bet prometet.

Peurrest skipailh Teiz-Noaloù a seblant a-unan gant ar maer pa lenner er c’hazetennoù sotonioù an eil-maer Gilbert Stavant a embann eo koustus-tre “istitlañ” e brezhoneg ar panelloù. Pa vez kemeret e kont ar brezhoneg adalek ar penn-kentañ eo izel ar c’houst, evel ma tiskouez disoc’h ar studiadenn bet e 2014 Pleskob a ziskoueze e oa brezhoneg 0,013% eus dispignoù ar gumun.

Kement-mañ a ziskouez splann an diouer a youl a zo gant dilennidi Teiz-Noaloù, tra ken.

«
»

Serret eo an evezhiadennoù.

Rannañ