22
Jan
2018

Niveridigezh ar boblañs : hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket !

Adalek ar 18 a viz Genver betek ar 17 a viz C’Hwevrer e vo goulennataet ul lodenn vras eus poblañs Breizh da geñver niveridigezh ar Stad. Paeet eo an enklask foran-mañ gant arc’hant hon zailhoù, hag evel boaz ne roio lec’h ebet d’ar yezh-où komzet gant an dud er gêr pe en o labour… daoust d’ar pezh a vez graet en holl stadoù all en Europa.

Fellout a ra da strollad Ai’ta ! diskouez pegen pilpous eo ar Stad C’Hall, ken prim o kenteliañ war gwirioù Mab-den, an doujañs ouzh an disheñvelded koulz hag ar vuhez asambles, padal ne vez morse doujet ouzh ar gerioù kaer-se pa vez anv eus ar pobloù orin a gaver war he zachenn dezhi, ha pa vefe Breizhiz, Elzasianiz, Euskariz, Korsiz pe Okitaniz c’hoazh… Abalamour d’an dra-se e c’halvomp an holl dud a sav a-enep nac’hadenn ar brezhoneg hag ar yezhoù all gwasket gant bro C’Hall da voikotiñ en un doare difeuls met sklaer an niveridigezh. Evit diskouez eo savet droug ennomp e kinnigomp chom hep respont d’ar goulennoù ha rentañ ar paperioù gant ar meneg « Hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket ! » skrivet warne.

A-fed goulennoù tro al lezennoù hag ar gwir, e aliomp deoc’h mont da sellet al lec’hienn-mañ.

niveridigezh 2015 - skeudenn 2

 Titouroù ouzhpenn : http://recensement.free.fr/

«
»

Comments are closed.

Rannañ