D’an 18 a viz even 2005 e oamp ur bemzeg a dud eus Ai ’ta ! o c’hwezhañ hag o rouzhañ evit kentañ obererezh ar strollad. Setu e oamp chomet div eurvezh war ur c’hroashent-tro e Lannuon, ha ni o seniñ, traktiñ, dougen hon giton ma oa skrivet warni en div yezh “Ar brezhoneg zo o vervel”.
Gant se e felle dimp sachañ evezh an dud war stad mantrus hon yezh. Hag ivez reiñ c’hoant d’an dud d’ober un dra bennaket eviti (“Galv an 18 a viz even evit ar brezhoneg” oa titl hon trakt) ! Deuet e oa brav ganimp pa oa bet roet 1000 trakt ha diskwelet hon arvest da muioc’h a dud c’hoazh.
Setu an trakt roet: Galv an 18 a viz even evit ar brezhoneg
Bretoned, Bretonezed, tud eus lec’h all,
En deiz-ha-herie eo mouget ar brezhoneg. Sed aze ar pezh a dalv ar groug a welit aze : krouget ar brezhoneger, krouget hon yezh. Bev eo c’hoazh pa ne vez na klevet na gwelet ?
92% eus ar Vretoned zo a-du evit saveteiñ anezhi avat…
Tommoc’h-tommañ ar Vretoned diouzh o yezh daoust dezhi da vervel… Trawalc’h ! Setu zo savet ur strollad tud yaouank, brezhonegerien ha nann-vrezhonegerien anezhe, a-benn difenn hon yezh en un doare fetis.
Ai ’ta ! vez graet eus ar strollad-se. Un anv nerzh ennañ a-benn reiñ c’hoant d’an dud da stourm evit ar brezhoneg. Anfeulz ha mennet-bras omp. Er-maez eus ar strolladoù politikel emaomp. Poent eo da bep hini ac’hanomp reiñ bec’h a-benn saveteiñ hon yezh ’ta. Se zo kaoz e klaskfomp kelaouiñ an dud diwar-benn stad truezus ar brezhoneg. Ha se zo kaoz ivez e klaskfomp broudañ ar reoù neuint ar galloud a-benn ma vo roet ur plas wir d’ar brezhoneg.
à Gortozet oc’h evit kemer perzh er jeu-se a-benn gwareziñ ha saveteiñ ar brezhoneg.
D’an holl eo dazont ar brezhoneg !