D’ar gwener 23 a viz kerzu 2005, e ti-gar Lannuon, e oa chomet genou un toullad tud war c’hwec’h eur. Abalamour d’ar bern lizhiri bet skrivet gant reoù vihan ha bras evit goulenn divyezhegezh en tier-gar e oa deuet an Tad-kozh Nedeleg, mar plij, gant ur vrav a brof betek ti-gar Lannuon : ar pannel brezhonek kentañ, skrivet warnañ “Ti-gar Lannuon”.
Laouen e oa ar paotr kozh o reiñ anezhañ d’ur c’hontroler (faos) ha lavaret en doa d’an dud oa eno penaos en deus spi e vo selaouet ar pezh a c’houlenn reoù yaouank ar strollad Ai’ta ! gant renerien an SNCF hag e vo divyezhekaet tier-gar Bro-Dreger prestik. “Brav e vefe gwelet ha klevet brezhoneg en tier-gar memestra !“ emezañ o vont kuit gant e stlejell, ken seder ha tra.