Plijadur a oa bet e ti-gar Gwengamp d’an 10 a viz kerdu 2005 pa oa en em gavet eno ur c’hant den bennaket evit ar c’hentañ “Fest-Deiz Zovach” aozet gant Ai ’ta !. E-pad div eurvezh e oa bet lakaet an dud da dañsal gant sonerien ha kanerien, dirak ar veajourien a dremene aze.
Just a-raok ar fest-deiz e oa en em vodet tud ar strollad euskarat Demo dirak ti-gar Baiona. Setu eo krog ur stourm heñvel en Euskal Herria hag e Breizh ma vo roet ur plas d’hon yezhoù er vuhez foran, hag en tier-gar SNCF da gentañ-penn. D’an SNCF ha d’e bennoù bras e Breizh e lavaromp eta : keit ha ma nac’hfont kejañ ganimp ha ma harzhfont ar brezhoneg da gaout e blas en tier-gar e talc’hfomp gant hon stourm.