Embann a ra ar strollad Tregeriz Ai ’ta !, savet a-benn difenn ar brezhoneg, en doa divyezhekaet diabarzh ti-gar Gwengamp disadorn 18 goude merenn. Ar pemzek ezel eus Ai ’ta ! o deus graet gant nebeud a dafar ar pezh a nac’h an SNCF d’ober : peget e oa bet un ugent peg-sun brezhonek bennaket e-kichen ar skridoù galleg. Ha setu divyezhekaet diabarzh ti-gar Gwengamp (ha bravaet ivez war un dro, gant liv orañjez ar peg-sunioù !).
Diouzhtu goude ar pegañ e oa bet igoret evel zo gleet an ti-gar divyezhek-se, hag a douj d’ar vrezhonegerien a-benn ar fin. Graet e oa bet un tamm kaoz gant un dilennadez, ur vrav a skerp gwenn ha du ganti, evit goulenn ma vefe implijet ar brezhoneg er servijoù publik ha ma ’h afe war-raok an divyezhegezh er gevredigezh. Daoust dezhi bezañ fromet ken e oa n’he doa ket krenet en ur droc’hañ ar seizenn, dirak tud ha kazetennerien a oa en em gavet eno.
E-touez an dud a oa en ti-gar oa bet merzet un dek den gwisket tout memes mod, gwiskamantoù glas gante. Deomp da welet e oant dedennet bras gant an divyezhegezh hag ar brezhoneg p’o doa tennet o foltred d’an holl peg-sunioù lakaet ganeomp !
Setu e oamp aet a-raok, stad ennomp, hep teurel pled ouzh gourdrouzoù paotr an ti-gar. Moarvat e oa bet sammet re a vec’h war chouk ar paour-kaezh paotr en devezh istorel-mañ, ha gant-se e vo digarezet.
Testenn lennet e-kerzh an oberenn :
Kenvroidi ger,
Na pegen fromet ha fier on o tigeriñ dirazoc’h frouezh ul labour diehan evit kas war-raok ar brezhoneg ha war un dro ul lodenn eus pinvidigezh mabden. Gwir eo ‘moamp komprenet-nimp… diouzhtu… pegen talvoudus eo kaout ur sevenadur bev, leun a startijenn ha digemplez, ur meskaj a hengoun ha modernelezh… ‘fin… skeudenn hor bro. Da vare an dilennadeg rannvroel diwezhañ ‘moamp lakaet talvoudegezh hor sevenadur war wel dija… me ha ma strollad politikel. ‘Michañs ‘peus soñj eus se… hag hor promesaoù n’int ken bet graet en aner, m’hen tou ! Ha n’eus forzh penaos… daoust hag-eñ ‘moamp graet promesaoù toull dija ? Gouestlet eo hon holl strivoù da servijout… an dud a vot evidomp… ha ‘blam’ da se ‘moamp divizet divyezhekaat ti-gar Gwengamp. ‘Michañs e vo kemeret skouer warnomp.
Rak spi ‘meump e paouezo an dud da gaout mezh peogwir e komzont ur yezh « vihan ». Spi ‘meump e teuio ar sevenadur da vezañ liesseurt, evel ma strollad politikel… Spi ‘meump e c’hallo ar vrezhonegerien bevañ o yezh war ar pemdez er vuhez foran, er gevredigezh. Hag evit an dud na oaront ket brezhoneg (c’hoazh) ‘meump spi e vo degaset dezho ul lodenn eus hor pinvidigezh, ar yezh, m’eo douget sevenadur ar vro ganti. Spi ‘meump e vo roet ar memes chañsoù d’an holl sevenadurioù. Spi ‘meump na ‘c’h aio ket ken arc’hant ar sevenadur da vagañ douger-moneiz ministrerezhioù an Diabarzh hag an Difenn. Met… ma’z omp dilennet a-benn 2007… e cheñcho an traoù… me ‘lâr deoc’h… Neuze, votit evidomp… ha stlakit ho taouarn d’ar strivoù ‘zo bet graet amañ (o tiskwel ar panneloù) peogwir ‘moamp meritet-mat.
Evel-just e vije diseven-groñs disoñjal trugarekaat an Hentoù-houarn, an SNCF e-giz ma vez lâret, hag o deus gwelet-mat ar pezh a oa mat evito hag evit o beajourien. Gwir eo, na pegen brav eo evit skeudenn an SNCF diskwel e talc’h kont eus sevenadur e bratikoù, ha pa ne vijent ket gwall niverus. Gourc’hemennoù eta da intrudu ha spered digor an SNCF a ro kalon deomp evit kas dazont hor sevenadur war-raok e Breizh.