17
Jun
2006

Krogad mell-droad ’ba ti-gar Plouared

Ai ’ta !, c’hoant gantañ reiñ he flas d’ar brezhoneg er vuhez foran, en doa c’hoariet ur c’hrogad deus ar reoù bouezusañ a-enep d’ur skipailh gwan a-walc’h ha prest da blegañ, hini an SNCF, d’ar gwener noz 23 a viz even e diabarzh ti-gar Plouared . Evel-just e oa aet ar maout gant ar skipailh leun a startijenn, Ai ’ta !. Ne oa ket diaes a-enep d’ur skipailh na rae ket ’met difenn e bal, gant un diouer a ijin, ha kustum da drubardiñ. Gant ma vo an trec’h-se seblant un trec’h all, pa ’h eo arru poent bras gwelet ha klevet brezhoneg bremañ en tier-gar.

Perak ta ?

Lec’hioù foran int, lec’hioù ma tremener eno, ha rummadoù tud hag en em gav an eil re gant ar reoù all ; lec’hioù leun a vuhez, evel ar brezhoneg. Ma ne roomp ket d’ar yezhoù bihan ur chañs da vezañ gwelet, klevet hag implijet er vuhez pemdez hag e buhez an dud, petra a deuio da vezañ ? Un teñzor kollet, unan all, c’hoazh ?

Ne deuio ket, na petra ’ta !

Diskwelomp hon c’hoant da welet muioc’h a vrezhoneg : A-unan gant skipailh Ai’ta !

«
»

Comments are closed.