25
Jul
2006

Stal en Erer Kozh

Ai ’ta! a oa bet ar chañs da vezañ pedet da gaout ur stal e-pad an tri devezh. Mersi bras da gentañ da dud ar festival evit an degemer! Mat-tre eo bet, bern tud a oa tremenet da welout ar stal ha da gaozeal ganeomp (200 000 den a oa deuet d’ar festival!). Al liv orañgez a oa bet gwelet mat-tre. Roet e oa bet 1600 pegsun skrivet warne “Femmes enceintes: parler breton ne nuit pas à la santé de votre enfant” pe “Parler breton: à consommer sans modération” hag all.

Hag e oa bet graet kentelioù brezhoneg kentañ an Erer!

«
»

Comments are closed.