Bilhedoù en brezhoneg evit lidañ 25 bloaz an TGV !
Gant 25 bloaz an TGV zo deuet c’hoant da Ai’ta ! Bro-Dreger, strollad Tregeriz evit difenn ar brezhoneg, kemer perzh er festoù. Kinnig a ra neuze bilhedoù tren EN BREZHONEG d’an dud a fell dezhe. A-fetepañs eo bet staliet ur giched gant ar strollad d’ar sadorn 30 a viz gwengolo 2006 e ti-gar Gwengamp. Aze e oa voaien da c’houlenn bilhedoù en brezhoneg gant un implijiad mousc’hoarzhus ken a oa. Ha n’ae ket 5 euro diganeoc’h na tamm gwenneg ebet, evit mann e oa !
Gant an ober-se e talc’h Ai’ta! gant e stourm, a-benn lakaat ar brezhoneg da vont war-raok en tier-gar e Bro-Dreger. Kement a vilhedoù emeur a oa bet gwerzhet ken vo astennet implij ar brezhoneg prestik e tier-gar Bro-Dreger, er skritellañ, er c’hemennadennoù dre-gomz, en degemer, ha kement zo tout. Sur eo ha n’eo ket marteze !
Gouel penn-bloaz laouen TGV !