Skouarn vouzar a ra an SNCF ouzh ar pezh a c’houlennomp ganti. Neuze e talc’h ar strollad Ai’ta! Bro-Dreger gant e oberoù a-benn diyezhekaat tier-gar Breizh-Izel. An hini diwezhañ oa tremenet d’ar sadorn 28 a viz here e ti-gar Lannuon : un die-in a oa bet graet gant 15 den eus ar strollad, a-benn skeudennaouiñ diskar ar brezhoneg ha kiriegezh an SNCF. Ouzhpenn evit se e oa bet trouz en ti-gar gant ur c’houblad biniou-bombard. Goude e oa bet divizet prim-ha-prim gant ar skipailh ober ur vanifestadeg e straedoù Lannuon a-drek ar giton “BREZHONEG EN SNCF”, da heul sonerezh ar biniou hag ar bombard, betek an ti-kêr.
28
Oct
2006
Die-in e ti-gar Lannuon ha manif betek an ti-kêr
