D’an 23 a viz kerdu 2006 e oa bet aloubet toenn ti-gar Lannuon gant un dek ezel bennaket eus Ai’ta! Bro-Dreger. Abaoe emaomp o c’hortoz keloù digant Renerezh rannvroel an SNCF a-benn kaout un emgav, evel e oa bet prometet en deiz-se gant an Aotroù Arnaud Briand, rener SNCF dindan rediezh.
Pa oa bet disoñjet ar promesa, dre zegouezh moarvat, oamp bet e Roazhon d’ar gwener 25 a viz mae diouzh noz da addegas soñj dezhe gant ur “fest-noz zovach” bihan. Ha setu ni staliet e kreizig-kreiz an ti-gar, tro 8eur, ha da displegañ an obererezh gant traktoù ha giton d’ar bern tud a oa eno.
Daoust d’an niver bihan a dud o kemer perzh o doa ar sonerien hag an dañserien gwisket en orañjez sachet evezh an dud er pezh ti-gar-se. Hag estroc’h evit beajerien oa bet disachet. Paotred Mari-Robin da gentañ, hegarat ha tout. Met goude oa un afer all gant paotred ar surentez, rustoc’h un tamm mat.
Nebeud war-lerc’h oa tizhet ar pal pa oa bet rener an ti-gar e-unan d’hon c’haout. Ha hennezh lâret dimp mont 50m pelloc’h (diwar al lec’hienn greiz) evit derc’hel gant ar fest-noz!? Ni da respont dezhañ e vije cheñchet plas ma vijemp sur da gaout un emgav gant pennoù bras an SNCF, ha da displegañ dezhañ ar pezh a c’houlennomp hag ar promesa bet graet pemp miz ’zo. Neuze en doa asantet ar rener kelaouiñ ar Renerezh rannvroel evit kaout un emgav evitomp.
Dalc’het hon oa gant ar fest-noz zovach un tamm en diabarzh c’hoazh, hag achuet hon oa war ar blasenn dirak.
Ra vefomp selaouet ha ra vo doujet ouzh e bromesa gant Renerezh rannvroel an SNCF, ma vo krog gant ar c’haozeal a-benn ar fin!