BREZHONEG EN SNCF…
PEGOULZ ?
Daou vloaz ’zo bremañ emañ Ai’ta ! o klask lakaat an SNCF da blegañ a-benn degemer ar brezhoneg en tier-gar amañ en Breizh.Goude meur a obererezh kaset da benn ganeomp e oa bet marc’hataet un emglev etre pennoù bras an SNCF ha dilennidi ar Rannvro evit « leuskel » ar rannvro hag ar c’humunioù o do c’hoant da lakaat un nebeut brezhoneg en tier gar meret gante : an tier gar bihanañ, pas ar re tejeve,meret gant an SNCF evel reoù Lannuon, Gwengamp, Plouared…
UR VEZH EO !
Teir yezh (galleg-saozneg-alamaneg) ’vez gwelet e ti-gar Gwened. Ha yezh ar vro ? Neblec’h !
Ar vretoned zo tomm d’o yezh, dastumet hon eus ouzhpenn 3000 sinadur evit goulenn vefe bremañ brezhoneg en tier gar. Ur wech c’hoazh hon eus diskwezet e Lannuon d’ar sadorn 24 a viz du gant plijadur, hep distruj na louzañ eo aes tre lakaat ar brezhoneg war-wel ha reiñ e blas dezhañ er gevredigezh !