23
May
2008

Fest-deiz Zovach e ti-post Lannuon

Krog eo ar stourm en tier-post !!!

Ur yezh vuhez eo ar brezhoneg. Gant-se e tle gounit endro holl dachennoù ar vuhez sokial. Ha cheñch penn d’ar vazh daoust da enebiezh ar Stad C’hall ouzh al liested sevenadurel.

Ar servijoù publik, an tier-post en o zouesk, eo al lec’hioù kentañ ma ranker gwelet, ha kaeroc’h c’hoazh, implijet ar brezhoneg. Se zo kaoz en deus ar strollad Ai’ta! Bro-Dreger goulennet digant tud ti-post Lannuo, ha goude digant ar renerezh departamant, ma vo roet he flas d’hon yezh. Chomet mut ar renerezh-se goude ma oa tomm an dud e ti-post Lannuon… kregiñ a refomp neuze da hejañ anezhe a-benn kas war-raok ar brezhoneg. Deus doujañs ar yezh, e gomzerien hag an dud tomm diouti zo kaoz aze.

Pediñ a reomp ac’hanoc’h-holl d’ur fest-deiz Zovach a vo dalc’het d’ar sadorn 12 a viz ebrel adalek 10eur beure e diabarzh ti-post Lannuon. Emichañs ’vefet stank ganimp evit dañsal, kanañ ha seniñ !

«
»

Comments are closed.