15
Nov
2008

die-in e ti-gar an Oriant

Paotred ha merc’hed Ai’ta ! bro Gwened o deus adlañset o stourm difeuls en Oriant d’ar sadorn 15 a viz Kala-Gouiañv, a-benn displegiñ d’an dud emañ yezh ar vro en arvar ha gober mezh da razh ar pennoù bras hag o frezegennoù cheuc’h diàr glad bro Frañs !

A-feson eo tremenet an oberenn ha kontant an dud hag an implijidi da gozeal (ha da dabutal zoken) get tud yaouank bro Gwened… Mes kalz muioc’h a oberennoù a seurt-se (ha pell muioc’h a dud ivez!) a faota gortoz aveit kaout spi da cheñch penn d’ar vazh…


Ai'ta hag an SNCF par polosdruff

«
»

Comments are closed.