Ur bochad tud ’oe en em gavet eno da reiñ dehi o lizher Nedeleg, e brezhoneg pe e galleg, hag a voe troet a vouezh uhel get un den ag ar strollad. Un digarez a-feson da reiñ brezhoneg da glevout da dud Gwened kement ha da ziskouez dehe eo bev-mat hor yezh ha komzet get paotred ha merc’hed yaouank, lan a vudjon hag a fent !
Un taol kaer enta da vout lakaet e plas er blezioù da zonet c’hoazh, e Gwened hag e lec’hioù àrall. Gervel a ra Ai’ta ! da rac’h an dud tomm o c’halon da yezh ar vro da zonet d’hon sikour aveit bout efedusoc’h c’hoazh !
Nedeleg laouen d’an holl !!