31
Jan
2009

Ai’ta ! e ti-Post an Oriant

D’ar sadorn 31 a viz Genver e oe tolpet un 30 ezel ha mignon Ai’ta ! Bro Gwened dirak ti-post an Oriant aveit sevel a-enep da gomzoù chalus renerezh ar Post e Breizh.

Un tamm abadenn farsus a voe c’hoariet àr skalieroù an ti aveit gober goap ag arguzennoù toull ar Post : un den gwisket e mekanik nevez ar Post a zigemere rac’h ar lizheroù skrivet galleg àrnehe hag a sklape rac’h ar re skrivet e berton !

Kement-mañ aveit goulenn groñs e vehe doujet d’an anvioù-lec’h e brezhoneg, met ivez d’ar pratikoù a faota dehe gwelet hag implijout o yezh a-barzh ar servij publik-mañ.

D’eus ket gwall bell ’zo e oe brezhoneg skrivet e ti-post kreiz-kêr an Oriant, met lemmet eo bet kuit hep ne ouihe den perak na pegourz !!! Ar pezh a choma eo tri foz skrivet bihan doc’h talbenn an ti : a-drugarez da se e komz ar Post ag he doujañs aveit hor yezh, kredabl !

Digemer yen ar rener, er c’hontrol da hani an dud é tremen, a ziskouez e choma labour aveit bout klevet ha derc’hel bev ar brezhoneg.

«
»

Comments are closed.