Aozet e oa bet gant Ai ’ta ! Bro-Dreger, Strollad Tregeriz savet a-benn difenn ar brezhoneg, ur “Fest-deiz Zovach” e diabarzh ti-gar SNCF Lannuon d’ar Sadorn 28 a viz C’hwevrer adalek 5e00 goude merenn. Gant an oberenn festus-se oa bet divyezhekaet ar skritelladur gant peg-sunioù. Ha diskwelet eo bet d’an SNCF zo ur gwir youl ‘ba ‘r vro a-benn kaout brezhoneg e pep lec’h.
Ra vefomp klevet gant an SNCF ! Ra vo doujet deus ar yezhoù bihan !