«Daoust ha mat eo deoc’h e vefe divyezhek brezhoneg-galleg ti-post Karaez ?»
Setu ar goulenn a vo savet ouzh pratikoù Post kêrbenn ar Poc’her, d’ar sadorn 2 a viz Even, etre 10 eur ha kreisteiz. A-benn nebeut e vo boulc’het gant labourioù bras evit modernelaat an ti-post-se. Perak na vefe ket lakaet ar brezhoneg war-wel da geñver an dra-se ‘ta ? Aes a vefe staliañ panelloù ha mekanikoù en div yezh, koulz ha broudañ an implijidi a oar brezhoneg da gomz yezh ar vro gant ar pratikoù ma faota dezhe !
Sioul hag arouezius e vo an oberenn-se, evel ma oa bet kinniget c’hoazh gant Ai’ta ! e kêrioù all deus ar vro. Ar wech kentañ a vo dimp da vont en darempred gant an ti-post-se, staliet en ur gêr gwall vrudet evit he youl da lakaat hor yezh da vevañ bemdez.