23
Sep
2012

Skol Diwan Louanneg

En arvar eo bet skol Diwan Louaneg gant ma ne oa savadur ebet ken evit ar skol war ar gumun.

Gant Ai’ta! eo bet divizet souten ha reiñ sikour d’ar skol o skrivañ ul lizher foran d’an aotrou maer ha d’an ti-kêr. Kinniget eo bet d’an holl dud adkemer hol lizher a-benn kas anezhañ d’an dilennidi en o anv.

Galvet en deus Ai’ta! an holl dud tomm ouzh dazont ar yezh da zont niverus da gemer perzh er manifestadeg aozet gant ar skol d’ar sadorn 15 a viz Gwengolo e Louaneg, dirak an ti-kêr. Evit sikour ar gerent eo bet aozet c’hoari “ar brezhoneger diwezhañ” evel ma oa bet graet e Roazhon pe e Lesneven c’hoazh.

E toare eo bet kavet un diskoulm evit reiñ un dazont stabil d’ar skol, ra vo kadarnaat ar c’heloù-mañ… Chom a raio Ai’ta! war evezh en afer-mañ, hag ivez war stad hollek ar brezhoneg e Breizh a-bezh !

«
»

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site is protected by reCAPTCHA and the Google Privacy Policy and Terms of Service apply.