09
Oct
2012

Emvodoù-kinnig Ai’ta!

HA FELL ‘RA DEOC’H EZ AFE HOR YEZH WAR-RAOK ER VUHEZ FORAN ?

Poent eo kregiñ ganti neuze ! Kinnig a ra Ai’ta! un toullad “emvodoù-kinnig” dre gorn-bro :

– e Brest, d’ar meurzh 9 a viz Here, da 7 eur 30 noz, e ti Sked

– e Roazhon, d’ar merc’her 10 a viz Here, da 8 eur noz, en davarn “La cour des miracles” (18, straed Penhoet)

– e Gwengamp, d’ar gwener 12 a viz Here, da 7 eur 30 noz, er greizenn sevenadurel (e-kichen an ti-kêr)

– e Montroulez, d’ar meurzh 16 a viz Here, da 8 eur noz, e tavarn “An ti kozh”

hag en Oriant dizale ivez …

Un digarez deus ar c’hentañ evit ober gwelloc’h anaoudegezh ganimp… digor eo d’an holl evel-just, kozh ha yaouank, brezhonegerien pe pas !
A-drugarez d’un toullad filmouigoù e vo kinniget Ai’ta! d’ar re n’anavezont ket ac’hanomp gwall vat, ha respontet d’ar goulennoù a vefe.
An dud a fell dezhe a c’hallo chom goude-se d’un emvodig evit dibab un oberenn gentañ da gas da benn e pep hini deus al lec’hioù-se.
Titouroù : contact@aita.bzh
«
»

Comments are closed.