21
Nov
2012

Disoc’h ar votadeg keodedel e Roazhon 2

Logo Rennes 2/Roazhon 2Ar strollad Ai’ta! evit difenn ha brudañ ar brezhoneg en deus aozet ur votadeg foran, etre 11e30 ha 2e30, d’ar merc’her 21 a viz Du, dirak preti ar skol-veur dirak ar savadur Erève e Roazhon 2. Hor pal a oa gouzout pehini eo ali ar studierien war an divyezhegezh brezhoneg-galleg e skolioù-meur Roazhon. Ha berzh en deus graet ar votadeg.

Adalek 11e30 e oa stourmerien Ai’ta! war an dachenn o kinnig d’ar studierien da reiñ ho ali dre votiñ, o respont d’ar goulenn-mañ : “Daoust ha mat eo deoc’h e vefe divyezhek brezhoneg – galleg Skolioù-Meur Roazhon ?”

Splann eo bet an disoc’h. War un hollad a 144 den bet o votiñ ez eus bet 136 o respont e oant a-du (Ya/Oui), 4 n’o deus ket a ali (N’ouzon ket/Ne sait pas), ha 4 hepken a zo a-enep (Nann/Non). 94,4% eus ar voterien a zo evit ma vo divyezheg skolioù-meur Roazhon, ha 2,77% a zo a-enep eta.

Ar strollad Ai’ta! a c’houlenn, da-heul ar voterien, e vefe doujet ouzh ar brezhoneg gant skolioù-meur Roazhon. Poent bras eo da Roazhon 2 doujañ ouzh ar pezh a zo bet dibabet o sinañ Ya d’ar brezhoneg, kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg. Ar skolioù-meur all a rank ivez mont war an hent-se, o sinañ ar garta, da skouer.

«
»

Comments are closed.