Dec’h beure e oa ouzhpenn 20 den, stourmerien Ai’ta ! ha sitoained Lannuon ha pelloc’h en Treger, bodet dirak chanter Ti an Departamant e Kervaria. Ur goulenn groñs gante : ma vo doujet ouzh ar brezhoneg er servijoù publik nevez-se !
Daoust ma oa pedet Claudy Lebreton d’en em gavout gant ar strollad orañjez eo Vincent Le Meaux, kuzulier kanton Pontrev, a zo deuet da doullañ kaoz e anv ar c’huzul-meur. Ha hemañ da zislavaret ar pezh a oa bet skrivet gant e brezidant en e respont da Ai’ta ! Ya, posubl eo ma vefe staliet panelloù en div yezh par-ouzh-par ha lakaet war-wel an implijidi vrezhonegerien. Sed ar pezh en deus prometet difenn dirak e genseurted e Sant Brieg bepred !
Dirak an holl dud hag ar mediaoù en deus asantet d’un emgav all ac’hann da fin ar bloaz evit gwelet asambles penaos e tro an traoù. Gortoz pell, gortoz gwell neuze ! Ma wel tud Ai’ta ! n’a ket an traoù war-raok e vefont prest da blantañ e-barzh adarre. War un ton all, a-benn ar wech all…