04
Nov
2012

Ai’ta! e Lannuon ar sizhun-mañ

lannuonAr strollad Ai’ta Treger a stourm evit difenn ar brezhoneg ha kas anezhañ war-raok. Un emvod-kinnig a vo d’ar Meurzh 6 a viz Du en ostaleri Ar Valserezed da 7 eur 30 noz, ha gant an emvod-se e vo moaien da anavezout gwelloc’h ar strollad, ha da c’houzout petra eo e balioù hag e oberoù, ha penaos ez a en-dro. Digor eo an emvod-se d’an holl, d’an dud yaouank ha d’an dud kozh, d’ar vrezhonegerien koulz ha d’ar re ne oaront ket anezhañ…

E-kerzh an emvod-se e vo kaozeet ivez deus ar vanifestadeg kentañ a vo graet ganimp. N’eus ket pell zo ‘mamp goulennet gant Kuzul an Departamant peseurt plas a vo roet d’ar brezhoneg e Ti an Departamant e Lannuon, a vo digoret a-benn nebeut. Ar C’huzul ‘neus respontet ac’hanomp eo-eñ tomm deus sevenadur Breizh, ha koulskoude e lavar dimp e ranko pannelloù an Ti-se bezañ heñvel da welet deus pannelloù ar servijoù-departamant all, da lavaret eo e galleg nemetken (Sellet ouzh al lizheroù stag). Goulennet ‘mamp ivez hag-eñ e vo moaien da gaozeal brezhoneg d’an implijidi, ha ‘meump bet respont ebet.

Lavar-dislavar eo ar respont-se d’hom soñj, ha se zo kaoz ‘meump divizet pediñ Claudy Lebreton, prezidant Kuzul an Departamant, hag an holl guzulierien-departamant ivez, da dont da gavout ac’hanomp d’ar Yaou 8 a viz Du adalek 11 eur dirak Ti an Departamant e Lannuon. Evel se e vefomp kat da evañ ur bannac’h kafe tomm ha da gaozeal asambles, hag e c’hellfomp displegañ ervat peseurt plas a fell dimp e vefe roet d’ar brezhoneg er vuhez foran. Kement hini ‘neus c’hoant da souten ar brezhoneg a c’hallo dont ivez, evel just !

Deuomp niverus da gas hom yezh war-raok neuze !
Sellout ouzh respont an Ao. Le Breton, prezidant Kuzul-Meur Aodoù an Arvor
«
»

Comments are closed.