13
Nov
2012

Brezhoneg er post : ur bazenn war-raok da c’hortoz reoù all!

E Karaez e oa bet digoret war an ton bras er sizhun dremenet ar c ́hentañ burev Post divyezhek galleg / brezhoneg. Stourm a ra ar strollad Ai ́ta ! dibaoe 2007 evit ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en tier- post. Laouen omp neuze o welet eo bet selaouet ar wech-mañ ar goulenn hon eus savet dizehan, evel Bretoned all, d ́Ar Post. Degas a reomp da soñj d ́an holl e oa bet aozet ur votadeg keodedel dirak burevioù ti-post Karaez e miz Even, da lâret eo a-raok na vefe boulc ́het gant al labourioù. Splann e oa an disoc ́hoù : diwar 128 a dud o doa votet e oa 127 a-du gant ar brezhoneg en ti-post nevez !

Ai ́ta ! a c ́houlenn d ́Ar Post derc ́hel da strivañ evit talvoudekaat ar brezhoneg en he servijoù. Da gentañ-penn oc ́h achuiñ da staliañ ur banellerezh vrezhonek e burev-post Karaez evit ma teufe da vezañ ur gwir lec ́hienn-arnodiñ koulz hag ur skwer da adsevel er c ́hêrioù all e Breizh. Goulenn a reomp goude ma vo staliet er mizioù da zont un ti-post heñvel ouzh hini Karaez er Mor Bihan koulz hag unan en Aodoù an Arvor, e-lec ́h m ́emañ kreñvoc ́h goulenn ar bobl.

Ouzhpenn da se he doa renablet renerezh Kornôg Breizh Ar Post e-kerzh an hañv tremenet an holl implijidi a oar brezhoneg e burevioù-post Penn ar Bed ha Mor Bihan. Gortoz a reomp bremañ ez afe betek penn o kinnig dezhe lakaat war-wel en o lec ́h-labour, gant ur badj, ar fed ma ouzont brezhoneg. Evel- se e c ́hallo ar pratikoù a fell dezhe bezañ servijet e yezh ar vro.

«
»

Comments are closed.