24
Nov
2012

Lec’hienn nevez Ai’ta! roit ho ali

Ar blijadur hon eus da ginnig deoc’h lec’hienn nevez Ai’ta! Ganti e vo tu deoc’h heuliañ ar strollad tud orañjez, dizoloiñ anezho, ha bezañ kellaouet buan hag aes.

aita.bzh : Ur chomlec’h nevez, evit ul lec’hienn nevez!

Goude kalz amzer prederiañ hon eus divizet implij an anv domani aita.bzh. Evit chom distag deus ar .fr, rak, evidomp, emañ plas ar brezhoneg en europa, e-giz an holl yezhioù vihan all ma vez graet anezho.
Eveljust, divyezhek eo al lec’hienn-mañ. Traoù zo n’int ket troet e brezhoneg hag  a teu splann war pajennoù zo, hogen, strivañ a reomp war brezhonekaat “wordpress”, hag a zo diazez al lec’hienn-mañ.

Klasket hon eus sevel ul lec’hienn sklaer, aes da implij ha da lenn, hag orañjez eveljust. Roit deomp ho ali, ho mennozhioù, kinnigoù hag all e lodenn ar gemenadennoù da-heul pe dre vail a drugarez d’ar bajenn “darempred”.

«
»

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site is protected by reCAPTCHA and the Google Privacy Policy and Terms of Service apply.