E 2008 eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Skol-Veur Roazhon 2, ha 4 bloaz goude eo mantrus an disoc’h. Petra ‘zo bet graet ? Nebeut-tre e gwirionez !
Kinnig a raio Ai’ta! Roazhon ur votadeg keodedel e skol-veur Roazhon 2 e-kichen ar savadur R d’ar merc’her 21 a viz Du, etre 11e30 ha 2e30, evit goulenn ma vo roet ur gwir plas d’ar brezhoneg e skolioù-meur Roazhon. Poent bras eo cheñch penn d’ar vazh !
Bezit niverus da dremen evit votiñ !
Ha gellout a reoc’h chom un nebeut munutennoù ouzhpenn evit eskemm ganeomp ma fell deoc’h…