25
Dec
2012

Nedeleg laouen a-berzh Ai’ta !

Tremenet eo Tad-Kozh an Nedeleg da welet brezhonegerien yaouank bro Dreger, evel ma oa bet prometet gantañ. Deuet e oa gant e garr-samm sachet gant e lutuned (abalamour d’an enkadenn : gwelloc’h-marc’had eo evit ar c’hirvi-erc’h !)

Daoust d’an amzer c’hris e oant deuet stank pe stankoc’h e Gwengamp, Plounevez-Moedeg, Montroulez ha Lannuon da lenn o lizheroù-profoù ha da gontañ kaozioù e yezh ar vro, keit ma oa lutuned Ai’ta ! o c’hoari laz.

Tad-Kozh an Nedeleg hag Ai'ta! e Lannuon !

Tad-Kozh an Nedeleg hag Ai’ta! e Lannuon !

Trugarez d’an holl skolaerien Diwan, Div Yezh ha Dihun o devoa skoazellet o skolidi da sevel bep o lizher e brezhoneg… Emichañs eo bet sevenet gant an Tad-Kozh an holl hetoù-se hirie ? Laouen-bras e oa hennezh gant e devezh e brezhoneg bepred, ha prest eo da dont a-benn ar bloaz evit un droiad hiroc’h c’hoazh, ma vez goulennet gantañ.

Tad Nedeleg Ai-ta e Lannuon, 22-12-2012 / Kaouenn.net

«
»

Comments are closed.