20
Dec
2012

Tad-kozh Nedeleg Ai’ta! e Roazhon

Tad-kozh Nedeleg Ai'ta! o lenn lizhiri ar vugale e Roazhon

Tad-kozh Nedeleg Ai’ta! o lenn lizhiri ar vugale e Roazhon

Gant ma oa bet pedet gant izili Ai’ta! Roazhon eo erruet tro 6e noz an tad-kozh Nedeleg war plasenn Breujoù Breizh e Roazhon d’ar merc’her 19 a viz Kerzu. Daoust d’an amzer gleborek e oa deuet un 20 bennak a dud da zaremprediñ outañ ha da reiñ bep a lizher.

Evel m’en doa kinniget en tad-kozh Nedeleg da dud Ai’ta! en deus lennet al lizhiri a-benn gwelet peseurt profoù a veze gortozet gant ar re vras ha gant ar re vihan ar bloaz-mañ. C’hoarielloù liesseurt a oa bet goulennet ar wech-mañ c’hoazh gant ar vugale.

Kement ha gwelet an tad-kozh Nedeleg war-eeun o deus profitet izili Ai’ta! Roazhon evit goulenn da brof ma vo roet ur gwir plas d’ar brezhoneg e Breizh. Hag evit bezañ plijus gant an tad-kozh ez eus bet kinniget dezhañ goulenn strivoù ouzh dilennidi Roazhon, pe c’hoazh ouzh pennoù bras France 3 hag ar Stad evit kaout gwir abadennoù vrezhonek a-feson er skinwel.

Ul lodenn deus ar vugale gant an Tad-kozh Nedeleg

Ul lodenn deus ar vugale gant an Tad-kozh Nedeleg

Nedeleg Laouen d’an holl ha gant ma vo profoù deus ar re wellañ e traoñ ar wezenn sapin ar bloaz-mañ c’hoazh !

tadnedelegroazhon

«
»

Comments are closed.