08
Dec
2012

Trouz e Brest gant Ai’ta!

Ober a ra Brest goap ouzhomp pa vez lavaret ganto, goude meur a stourm deus Ai’ta! abaoe meur a vloavezh, e vo brezhoneg e mekanikoù an tramgarrioù !!
Bez ez eus deus un douchenn “brezhoneg” war ar mekanikoù padal ne ya ket endro !!!
Bez ez eus deus an enrolladennoù brezhoneg padal ne vezont ket klevet !
Ha traoù all aes a c’hellfe bezañ lakaet e pleustr evit talvoudekaat hag implij ar brezhoneg !
Poent cheñch penn d’ar vazh !

Sevel a ra Ai’ta! Bro-Leon un oberenn en Brest d’ar merc’her 12 a viz Kerzu goude merenn.
Emgav da 3eur dirak ar c’hoc’hu Sant Varzhin.

Ezhomm a zo deus ur 15 bennak a dud gwisket tout en orañjez ! Gant un tamm mouezh !!
Rankout a raio an oberenn-mañ ober trouz neuze kasit bep a gastelodenn gant ul loa, ur benveg sonerezh pe tra-mañ-dra a c’hallje bezañ trouzus.

Deuit neuze tud youlek ‘benn dimerc’her 12 gant bep a D-shirt orañjez evit un oberenn simpl met trouzus !!!

«
»

Comments are closed.