17
Jan
2013

Disadorn, lid-digeriñ an diskouezadeg “ar brezhoneg er post” e Bear !

Emañ ti-post Bear o paouez bezañ adkempennet, ha daoust d’ar goulennoù n’eo ket bet kemeret ar brezhoneg e kont. Kontant eo neuze ar strollad Ai’ta ! da bediñ ac’hanoc’h da dont da lid-digeriñ an diskouezadeg “Ar brezhoneg er Post“, disadorn, 19 a viz Genver, adalek 11eur dirak ti-post Bear. En diskouezadeg-se e vo moaien da welet oberennoù arz hag a zo bet staliet nevez ’zo e ti-post Karaez. 

Un doare nevez-flamm ha hardizh eo, ha reiñ a ra e blas da sevenadur ha yezh ar vro : diwar-vremañ e welo ar pratikoù panelloù divyezhek, brezhoneg – galleg, e ti-post Karaez. Pell ’zo e veze goulennet gant tud ar vro gwelet ar brezhoneg er servijoù publik-mañ, ha deuet eo an oberennoù penn-araok-se da respont d’o goulenn. Hep mar ebet e c’hallomp soñjal ez aio an divyezhegezh e-mesk luskadoù-arz pennañ ar 21añ kantved, hag e vo gwelet oberennoù evel-se a-vil-vern er vuhez foran.

Koulskoude, en tier-post all eo manet ar panelloù akademik-pitoyapl, hag e hini Bear ivez. N’eus tamm brezhoneg eno c’hoazh. E-kerzh al lid-digeriñ-mañ neuze e adlavaro ar strollad Ai’ta ! e c’hoant bras e vefe posubl lenn, klevet ha komz brezhoneg en holl dier-post… hag en holl servijoù-publik.

Aeset eo talvoudekaat ar brezhoneg ha kinnig d’ar pratikoù ober gantañ koulskoude :

–       pa vez lakaet panelloù en div yezh par-ouzh-par

–       pa vez lakaet war-wel an implijidi a oar brezhoneg

–       pa vez kinniget d’an implijidi bezañ stummet war ar yezhPost Karaez 1

Pediñ a reomp an holl dud a fell dezhe en defe ar brezhoneg tout e blas er vuhez foran da dont ganimp disadorn e Bear, evit ma vo ledanaet skwer ti-post Karaez !

«
»

Comments are closed.