02
Jan
2013

E 2013 ez eo difennet ar brezhoneg c’hoazh war an hentoù-tizh e Breizh !

E-barzh ul lizher skrivet da strollad Ai’ta! en devoa embannet an aotrou Léchelon, rener an DIRO (Direction Interdépartementale des Routes de l’Ouest), e nac’he ober gant hor yezh war panellerezh an hentoù-tizh e Breizh. Hervezañ eo reizh e vefe “berzet diouzh ret“ ar brezhoneg abalamour da “abegoù lenn ha surentez“. Respontet en deus Ai’ta! dezhañ e deroù

Oberenn distaliañ panelloù gallek an hent-bras niv.12

Oberenn distaliañ panelloù gallek an hent-bras niv.12

miz Kerzu 2012 ne oa ket gwir kement-se, ha ne oamp ket evit degemer seurt kaozioù, dreist-holl da c’houde promesoù prezidant nevez ar Stad… Ur miz war-lerc’h al lizher-se n’he deus ket respontet dimp renerezh an DIRO e Roazhon, hag ar brezhoneg a chom difennet-groñs war hentoù-tizh hor bro !

 N’eo ket ar strollad Ai’ta! evit asantiñ seurt komzoù toull ha dismegañsus diwar-benn hor yezh. E deroù ar bloavezh nevez-mañ e fell dimp pediñ an aotrou Léchelon da vont en e garr-tan gant hentoù departamantoù Breizh (ha darn anezhe o vezañ kempennet vele hentoù-tizh) ha gant hentoù-tizh broioù all Europa. Evel-se en do tu da welet e kaver panelloù en div yezh stank-ha-stank hag a-wel d’an holl. Dimp da c’hoût, ha hervez ar studiadennoù skiantel graet war an dachenn-se, n’eo ket dañjerusoc’h an hentoù-se evit ar reoù all, na diaesoc’h da vont gante.

Poent-bras eo paouez gant an doare fall-se da ziforc’hiañ ar yezhoù ha derc’hel da waskañ ar brezhoneg hag an dud a ra gantañ bemdez. Kaoz a zo amañ da zoujañ ouzh Gwirioù Mab-Den koulz hag an holl Vretoned a fell dezhe e chomo bev o yezh. Ouzhpenn da se ez a skridoù rener an DIRO a-enep promesoù François Hollande, kar gantañ e oa bet lâret e vefe kadarnaet karta Europa ar yezhoù rannvro ha bihan-niver e-kerzh e resped a brezidant ar Republik.

A-benn nebeut e vo cheñchet kalz a banelloù war-vord an hentoù-tizh, e meur a lec’h e Breizh : war eskemmer al Loc’h e Kemper (29) ha tro-dro da Rostrenn (22) pa vo digoret ul lodenn nevez deus an hent-bras 164. Goulenn a reomp groñs ma vo staliet buan panelloù en div yezh ha par-ouzh-par eno, koulz ha pep lec’h ma vo lakaet panelloù nevez. Goulenn a ra Ai’ta! ivez d’an dud dilennet pouezañ war renerezh an DIRO Roazhon evit ma doujo ouzh c’hoant ar Vretoned hag o dilennidi ar buanañ ar gwellañ o staliañ ur banellerezh divyezhek war hentoù-tizh Breizh. Ma ne welomp ket an traoù o vont war an tu mat buan e tistrofomp war an dachenn evit adlañsañ an oberennoù distaliañ lakaet a-gostez abaoe dilennadeg François Hollande.

«
»

Comments are closed.