Manifestadeg d’an 9 a viz C’Hwevrer 2013
evit un tele publik divyezhek evit ar Vretoned
Emgav da 3 eur g.k. dirak burevioù Frañs 3
e Brest, Naoned ha Roazhon
« Ur chadennad tud evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek evit Breizh… evel e Korsika ! »
Emañ ar raktres lezenn diwar-benn an digreizennañ o vezañ savet tamm-ha-tamm. Ac’hann da fin miz C’Hwevrer e tivizo renerezh Frañs 3, Kuzul Rannvro Breizh hag ar Stad peseurt dazont a vo d’ar c’hleweled er servij publik. Bezañ ez eus tud e Breizh o sevel o mouezhioù evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek, war skwer Via Stella e Korsika. Gant houmañ, bet savet e 2006, e vez skignet abadennoù a-bep seurt hag a denn da vuhez tud bro Gorsika ha d’o sevenadur. Ma ‘z eo bet graet kement-mañ evit 300 000 a Gorsiz, perak ne vefe ket tu d’en ober evit ar 4,5 million a Vretoned, evit brasañ mad hor bro hag an dud a zo o chom enni ?
Evit ar brezhoneg eo un digarez dibar da wellaat plas hor yezh er skinwel, ken dister ma chom an traoù betek-hen (1h30 a abadennoù bep sizhun, ha c’hoazh ne vezont ket skignet e Liger-Atlantel ken… da lakaat e-kichen ar 168 eurvezh a euskareg hag a gatalaneg skignet bep sizhun, pe c’hoazh ar 36 eurvezh a gembraeg, peotramant an 28 eurvezh a gorseg !) Un tu a vefe ivez da reiñ ur plas d’ar gallaoueg.
Arabat deomp c’hwitout war ar c’hammed nevez-mañ a vo war hent an digreizennañ. Ret eo deomp profitañ deus an degouezh evit gounit ur benveg modern hag a-bouez-ruz evit dazont ar brezhoneg, evit kelaouiñ ha reiñ ar gomz d’ar gevredigezh vreizhek war gement tachenn a zo, sokial, sevenadurel, ekonomikel, politikel war pemp departamant Breizh. Ur pezh pazenn war-raok a vefe graet gant ar chadenn skinwel-se, o kenlabourat gant an teleoù lec’hel, ar broduerien hag ar mediaoù all. Hiziv eo posubl tapet anezhi. Deomp-ni, Bretoned, d’en em vodañ ha da ziskouez hon nerzh evit bezañ trec’h !
Berzh o doa graet manifestadeg Deomp De’i e miz meurzh 2012 e Kemper evit difenn hor yezhoù hag hor sevenadur, gant 12 000 a dud, ha hini Montroulez gant 2 000 a dud e miz Kerzu evit goulenn an adunvaniñ ha muioc’h a zemokratelezh e Breizh. Fellout a ra deomp derc’hel ganti ha kreskiñ al luskad-se, o vodañ ar muiañ posubl a dud er vanifestadeg da zont, an holl sitoained, dilennidi, kevredigezhioù, sindikadoù, strolladoù politik, a gompren pegen pouezus eo ar benveg-mañ evit hor yezh hag evit Breizh… setu hor pal. Bezomp niverus-niverus o skignañ ar galv-mañ hag o kemer perzh er chadennad tud a vo e Brest, Naoned ha Roazhon d’an 9 a viz C’Hwevrer !
Kevredad evit ur skinwel breizhad :
Ai’ta! – Kevre Breizh – 44=BZH – Breizh Unvan
Darempred an aozadur : contact@aita.bzh
Brest (06 31 18 17 71) – Naoned (06 12 30 67 15) – Roazhon (06 59 31 38 63)