26
Feb
2013

Brezhoneg berzet war an hentoù-tizh: skrivet en deus J-J.Urvoas da vManuel Valls !

D’ar 26 a viz Genver e tistalie ar strollad Ai’ta ! panelloù-henchañ an hent-tizh 165, da geñver Kemper. Kement-mañ a oa bet graet evit diskuliañ doareoù ober ar Stad hag a zalc’h da virout ouzh ar brezhoneg war an hentoù-tizh e Breizh. Da c’houde an oberenn arouezius-se en deus skrivet Jean-Jacques Urvoas da vManuel Valls, ministr an Diabarzh, evit goulenn gantañ petra emañ en sell d’ober evit ma kavo ar brezhoneg e blas er rouedad-hentoù meret gant ar Stad.

http://questions.assemblee-nationale.fr/q14/14-19098QE.htm

Dalc’het hon eus soñj en doa prometet François Hollande e vefe kadarnaet karta europea ar yezhoù rannvro ha bihan-niver… N’eus netra cheñchet war an dachenn-mañ abaoe m’eo bet dilennet da brezidant ! Da c’hortoz ez eo plijet ar strollad Ai’ta ! gant intrudu J-J. Urvoas, ha goulenn a reomp gant holl dilennidi ar vro labourat diouzhtu evit ma vo talvoudekaet hor yezh, war an hentoù-tizh evel er vuhez foran a-bezh.

 

«
»

Comments are closed.