Berzh o deus graet ar bodadegoù aozet dec’h (ouzhpenn 700 den e Brest, Roazhon ha Naoned, bodet dindan berr amzer). Sevel a ra pennoù bras Fr3 a-du gant ur chadenn “rannvro” evit Breizh. Gwelet e vo…
Hag evit ar brezhoneg, ‘mut-u ?
Setu ar pezh a lâre François Guilbeau, rener meur Fr3, goulennataet dec’h da noz : «la place laissée au breton doit être discutée avec les autorités […] mais pas au point d’en faire une véritable chaîne bilingue».
Arabat klask skrivañ un evezhiadenn e traoñ ar bajenn, n’eo ket posubl ken !
Ha Bertrand Rault, e-karg deus Fr3 Breizh, da lâret ouzhpenn e Ouest-France : «Dans nos discussions avec la Région, il n’a jamais été question d’une chaîne bilingue. Il est envisagé d’amplifier la production en langue régionale en fonction des ressources dont nous disposerons. La proportion actuelle de locuteurs bretons (environ 200.000) ne permet pas d’envisager le principe du bilinguisme tant en capacité de production que de potentiel d’audience.» N’omp ket evit degemer seurt komzoù dismegañsus !
Gant Bertrand Rault e oa bet skrivet ivez, da heul ur pennad gant Fabien Lécuyer que «Les langues régionales ne sont donc pas des variables d’ajustement du service public de télévision ». Foutañ goap, ya ‘vat ! Hirie beure c’hoazh e oa bet lamet an abadenn Bali Breizh ha lakaet en he flas… ur genstrivadeg ski !
Poent bras da bennoù bras Fr3 dihan da lakaat ar Vretoned da c’henaoueien ! Ma c’hall Via Stella skignañ 28 eurvezh a gorsek bep sizhun e c’houlennomp kement all, ma n’eo ket muioc’h, evit an abadennoù brezhoneg war Fr3 Breizh. Pa jeder mat n’eo “nemet” 4 eurvezh bemdez war ar servij publik !
Ret e vo d’ar Vretoned hejañ o revr ha derc’hel da waskañ ar bolitikourien, ha da gentañ penn reoù ar C’Huzul Rannvro.
Da c’hortoz e c’hall pep hini lâret e soñj da renerien Fr3 o skrivañ da : bertrand.rault@francetv.fr
Gallout a rit ober trouz ivez abalamour d’ar c’heleier e brezhoneg hag a vez skarzhet ingal deus ar programmoù. Skrivit da : iroise@france3.fr
Ur chadenn evit ar brezhoneg par bunkerite