D’ar 26 a viz Genver e oa bet gwelet skipailh Ai’ta! e Kemper war kroaz hent tro Al Loc’h, tal kichenn takad armerzhel Gourvili. Diskrouget eo bet ar panelloù nevez staliet gant an DIRO (servijoù ar stad) hag a zo bet embannet e galleg hepken.
Goude un nebeut kilometradoù war droad, o deus ar stourmerien kejet gant dilennidi e ti-kêr Kemper (lid ar bloaz nevez a oa). Da c’houde eo bet kaset ar bras eus ar panelloù er prefeti, kement da ziskouez d’ar prefed n’hon doa ket c’hoant ken eus ar panelloù fall skrivet-se.
Sellet ouzh ar filmig savet gant Ai’ta!
Ur panell zo bet kaset er c’huzul meur, da reiñ ali da Bierre Mail hag a oa em ziskleriet n’eus ket pell zo “evit ma chomfe ar brezhoneg un tamm eus ar glad met pas ur yezh a implij”.
Hag ur filmig savet gant stourmerien an aerborzh vras e Kernitron, diwar hon fenn : http://youtu.be/N950toH8Me0