07
Feb
2013

Fest Noz Ai’ta! e Brest

Skritell Ai'ta 2013Plijadur a zo bet forzh pegement disadorn da noz dindan ti-kêr Brest evit gouel Ai’ta! evel bep bloaz.

Niverus e oa an dud deuet da gemer perzh evit souten oberoù hor strollad Ai’ta! Tud yaouank a vil vern a veze gwelet, ha brezhoneg en o beg.

Kement ha bezañ hol asambles eo bet degaset da soñj e vo aozet chadennadoù tud e Brest, Roazhon ha Naoned a-benn ar sadorn 9 a viz C’hwevrer, ha pedet eo bet an holl da zont niverus evit diskouez hor c’hoant da gaout ur wir chadenn evit Breizh.

Trugarez d’an holl dud bet o sikour evit prientiñ ar gouel, trugarez d’an holl arzourien o deus dudiet ha lakaet ac’hanomp da zañsal an nozvezh pad, ha trugarez d’an dud a oa deuet da souten ac’hanomp. Trugarez deoc’h mignoned, ezhomm hon eus ouzhoc’h evit mont war-raok atav ! Deuit da gemer perzh ganeomp ha da sikour ac’hanomp, rak asambles eo e teuimp a-benn da zifenn hor yezh !

«
»

Comments are closed.