Kentañ emvod Ai’ta! a vo dalc’het digwener, 15 a viz C’hwevrer, e Logivi-Plougraz (etre Gwengamp ha Montroulez), er gêriadenn Sant Hinger, adalek 7 eur noz.
War ar stern :
– brezhoneg er skinwel : petra ober goude manif disadorn ? penaos kreñvaat ar stourm ?
– prientiñ breujoù Ai’ta! 2013
– poentoù all
Evel boaz eo digor emvodoù (koulz hag oberennoù) Ai’ta! d’an holl dud a fell dezhe kemer perzh el luskad… pa vefent kozh pe yaouank, brezhonegerien pe pas.
D’ar re vefe kontant bezañ ganimp digwener, trugarez da gas ur postel da : contact@aita.bzh