Izili deus ar strollad Ai’ta ! zo bet degemeret e Roazhon d’ar 27 a viz Meurzh gant Anne Nicolas, renerez nevez Ar Post e Breizh. Dibaoe meur a vloaz e c’houlennomp ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en tier-post e Breizh : staliañ panelloù en div yezh, lakaat war-wel an implijidi brezhonegerien, kaout tu da choaz ar brezhoneg er mekanikoù…
An emvod-mañ zo bet un digarez da zisplegañ dezhi perak eo pouezus ober gant ar brezhoneg er Post. Laouen omp o vezañ boulc’het darempredoù a-nevez gant Ar Post, ha graet hon eus kinnigoù resis outi evit m’az ay war wellaat plas ar brezhoneg enni. Da heul digoradur kentañ ajañs Post en div yezh e Karaez hon eus goulennet e vefe graet kement all, da gentañ, en un ti-post deus pep departamant Breizh. Goulennet hon eus ivez ma vo lakaet e pleustr ar memes tra evel ar pezh a ra Ar Post e bro Elsas (levrigoù galleg-yezh ar vro evit an implijidi, badjoù evit ar re zo kontant d’ober gant ar yezh gant ar pratikoù…)
Roet hon eus d’an Itron Nicolas kopiennoù deus un dek lizher-skoazell bennak savet gant dilennidi Breizh* hag o deus skrivet da renerezh Ar Post evit goulenn ganti ma vo doujet ha talvoudekaet ar brezhoneg. Lakaet e vo un emgav nevez ganti a-benn miz Gwengolo. Strollad Ai’ta ! koulz ar Vretoned kar o yezh ne vefent ket evit kompren n’ez afe ket plas ar brezhoneg war wellaat buan en tier-post e Breizh.
*9 kannad : François de Rugy (44), Richard Ferrand (29), Marc Le Fur (22), Annick Le Loch (29), Philippe Leray (56), Jean-René Marsac (35), Paul Molac (56), Hervé Pellois (56), Jean-Jacques Urvoas (29) ; ur senatour : Grard Le Cam (22) ; ha, Jean-Yves Le Drian, bet prezidant Kuzul Rannvro Breizh.