Nevez ‘zo hon eus klevet ne vo ket kemmet ar Vonreizh evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù « rannvro ». Gant se ne vo ket posubl d’ar Stad C’Hall peursinañ karta Europa ar Yezhoù Minorel.
Fellout a ra da strollad Ai’ta ! diskuliañ emzalc’h François Hollande hag e vinistred a-orin deus Breizh : treitourien int rak embannet o doa war ar groaz da vare koulzad-kaballiñ 2012 e vefe peursinet ar Garta (promesa niverenn 56 : « Me a lakaio karta ar yezhoù rannvro ha minorel da vezañ peursinet. ») Treitourien int d’ar Vretoned rak tomm eo kalonioù tud hor bro ouzh ar brezhoneg hag ouzh hor sevenadur. Ar bolitikourien-se ne dalvezont ket gwelloc’h eget Nicolas Sarkozy p’en doa eñ prometet e vefe votet ul lezenn da reiñ ur statud d’ar yezhoù « rannvro », ar pezh ne oa ket bet doujet kennebeut all.
Gant an drubarderezh nevez-se ez eus bet diskouezet deomp, ur wech ouzhpenn, penaos ne c’hell kontañ ar Vretoned nemet war o nerzh dezho o-unan, ha ne vo nemet ar stourm a c’hello reiñ un dazont d’hor yezh. Gervel a ra Ai’ta ! neuze an holl dud a fell dezhe e chomo bev ar brezhoneg da stourm dre an holl zoareoù posubl, ha re an disentidigezh sivil en o zouez, evit ma vo anavezet ha doujet er gevredigezh a-bezh hor yezh hag ar re a gomz anezhi.