Pierrick Massiot en deus kemennet e oa fachet bras dre ur gemennadenn d’ar gazetennerien kaset d’an 19 a viz Meurzh “un oberenn hep diazez…” (“gweladenn” Ai’ta ! d’ar sadorn 15 a viz Meurzh war savadur rannvro Breizh e Roazhon) en ur lâret n’en doa ket gortozet Ai’ta evit gervel ar gouarnamant hag ar c’hentañ ministr diwar dazont hor yezh.
Aze n’emañ ket an dalc’h. Daoust pegen plijet omp e lak ar rannvro da sevel he mouezh a-drugarez intrudu Lena Louarn, besprezidantez karget eus yezhoù Breizh, e selle diouzh un dra hepken hon oberenn ziwezhañ : ur chadenn dele bublik divyezhek evit Breizh.
France Télévisions en deus kinniget d’ar rannvro ur rak-raktres dibenn miz Kerzu 2012 a-benn krouiñ ur chadenn dele rannvro, war patrom Via Stella e Korsika, a vefe skignet ivez el Liger-Atlantel.
Ar respont nemetañ savet get ar rannvro, e-barzh an teuliad a vo votet gant ar guzulierion rannvro d’an 21 a viz Meurzh « pennad Nn 9 evit diorren ar c’hleweled e Breizh » zo : gortoz pell, gortoz gwell ! “A-raok dibenn ar bloavezh eo dav divizout donaat, gant an aktourien o doa kemeret perzh er preder-mañ, bevennoù an danvez taol-arnod : peseurt patrom ekonomikel, dafar, budjed, gouarnerezh a c’hellfe bout termenet… ”
O c’houlenn groñs ur chadenn dele publik divyezhek evit Breizh diouzhtu, respont d’un doare pozitivel d’ar c’hinnig bet savet gant France Télévisions ha kas ar studiadennoù a-benn sevel ur seurt chadenn. Poent eo paouez gant bodadoù prederiañ, danvez digarez evit ober netra…
O soñjal emañ ar Rannvro sevel klemm a-enep ar strollad Ai’ta !
Respont a reomp : “Kat oc’h da sevel klemm a-enep ar brezhoneg evel an divizoù nevez savet gant ar gouarnamant Bro-C’hall ! (karta ar yezhoù rannvro nac’het, lezenn evit addiazezadur ar skol hep derc’hel kont eus ar yezhoù rannvro, levrig familh divyezhek Karaez er-maez lezenn…)”
Setu amañ an teuliad kinniget gant Ai’ta! da guzulierien rannvro Breizh