D’ar meurzh 16 a viz Ebrel eo bet degemeret stourmerien eus kevrenn Roazhon ar strollad Ai’ta! gant prezidant skol-veur Roazhon 2 hag e gabined.
E 2008 e oa bet sinet ar garta ya d’ar brezhoneg hag abaoe n’eo ket aet buan war-raok an traoù. A-benn diskouez o deus c’hoant studierien Roazhon 2 e yafe plas ar brezhoneg war-raok e oa bet aozet ur votadeg foran gant Ai’ta! Roazhon e dibenn ar bloavezh 2012.
Ha da-heul al labour-se eo bet pedet ar strollad d’un emvod evit gwelet penaos e ya an traoù war-raok. Anzavet o deus pennoù ar skol-veur ne oa ket bet graet mat war-dro ar promesaoù hag o deus diskleriet e oant krog d’ober war-dro.
Gant Ai’ta! eo bet adlavaret e rank bezañ ul labour a vo dalc’het war hir dermen gant oberoù nevez a feur ma ‘z aio an traoù war-raok.
Sañset eo mont un nebeut traoù war-raok er mizioù o tont, hag aketus-tre e vimp evit ma vo gwir. Ha ma n’eo ket e rankimp distreiñ war an dachenn evit pouezañ c’hoazh.
Setu amañ an dibaboù bet graet gant Roazhon 2 e 2008 o sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg.