Mat ar jeu ganeoc’h ?
Dalc’het e vo Breujoù 2013 AI’TA ! e Montroulez, d’ar sadorn 20 ha d’ar sul 21 a viz Ebrel, ha pedet oc’h da gemer perzh !!
Pelec’h ha pegoulz ?
E Montroulez. Degemer adalek 10 eur beure. Kregiñ a rimp da 11 eur plom. Da 10 eur e vo kroget d’ar sul (sañset e vo achu goude merenn).
Ar pal ?
Ober bilañs Ai’ta, gwellaat ar strollad, gwelet peseurt dazont reiñ d’hor stourm evit ar brezhoneg (e peseurt framm, war peseurt tachennoù…), ha riboulat asambles evel-just !
Piv ‘hall kemer perzh ?
Tout an dud ! Stourmerien kozh ha yaouank, mignoned ar strollad, tud n’int ket bet gwelet morse : an holl a fell dezhe kas hor yezh war-raok kea ! Arabat kaout aon da bediñ mignoned deoc’h, ha pa ne ouifent ket brezhoneg c’hoazh… Treiñ an eskemmoù war ar prim omp boaz d’ober pa vez ezhomm !
Penaos ober ?
Kasit ur postel deomp evit lakaat hoc’h anv : contact@aita.bzh
Pep hini a zegas un tamm boued da rannañ etre an holl, koulz ha boeson (ma fell dezhañ), ur vatarasenn hag ur sac’h kousket evit ar re a c’hall chom an daou zevezh.
Penaos e vo votet ?
Aes eo : un den paet e skodenn (15 euro evit al labourerien / 10 euro evit ar re all) gantañ = ur vouezh. Posubl eo d’ar re n’hallont ket kemer perzh votiñ dre brokurasion, met ne vo roet nemet ur brokurasion d’ar muiañ da bep ezel.
Kavit amañ ar follenn emezelañ.
Setu, deuit niverus !
Skipailh Ai’ta !