16
Apr
2013

Kentañ emvod Ai’ta! Bro Wened diriaou

Dalc’het e vo kentañ emvod Ai’ta ! bro Wened e Gwened diriaou, 18 a viz Ebrel.

War ar stern :

 – doareoù berr ha berr

– prientiñ BREUJOU 2013 AI’TA BREIZH ! e Montroulez a vo d’ar sadorn 20 ha d’ar sul 21 a viz Ebrel hag aozadur kevrenn Ai’ta ! Bro  Gwened 

 – raktres oberenn e Gwened (Kumuniezh tolpad kêrioù Gwened : ne zouj ket he sinadur get karta « ya d’ar brezhoneg » sinet e 2010..)

 – kuzul departamant Mor-Bihan : penaos bountiñ evit monet pelloc’h evit ar brezhoneg (goulenn emgav get e brezidant , raktres oberenn)

– poentoù arall…

Digor d’an holl dud a fell dezhe kas hor yezh war-raok eo hon emvodoù koulz hag hon oberennoù !

Emgav da 7 eur 30 noz e ti-krampouezh “Ar Vretonez”, 5 plasenn Stalingrad e Gwened.

«
»

Comments are closed.