Da heul al lizher kaset gant Ai’ta ! da bPierrick Massiot, prezidant Kuzul Rannvro Breizh.
Aotrou Prezidant,
O klask emaomp kemer un emgav digant ar bezprezidant Ao. Jean-Michel LE BOULANGER e karg eus ar c’huzuliadennoù tro-dro « ur bodad prederiañ » diwar-benn diorren ar c’hleweled e Breizh.
Daoust bout adlañset ar rannvro meur a wezh e seblantfe n’en dije c’hoant servijoù Ao. LE BOULANGER d’en em gavet ganeomp evel bodad pellarvesterien ampleget e krouidigezh seurt ur chadenn rannvroel divyezhek.
Kouslkoude, e-kerzh dalc’h ar rannvro d’an 21 a viz Meurzh e oa meneget en destenn votet anvet « Kemennad er c’hendiviz evit an digreizennañ » el lodenn « diorren ar c’hleweled e Breizh » en doa c’hoant ar rannvro loc’hañ un « diviz » tro-dro « meur a dachenn e-touez ar pezh a denn eus ar vro gant pellarvesterien dedennet gant danvez Breizh en un doare lies hag ivez gant he yezh …Dav e vo kreñvaat plas ar brezhoneg er c’hleweled » (p. 47)
Neuze e kavomp dipitus diouer a ziviz ganeomp-ni evel lodenn eus pellarvesterien daoust e vez embannet emañ prest ar rannvro da gendiviz …
D’an ampoent m’eo bet kaset nevez-zo ul lizher digor d’ar prezidant France-Televisions gant impljidi Frañs 3 Breizh evit lavaret o « c’hounnar hag o nec’hamant gant digresk ar programmoù rannvroel » ha gervel « d’ur souten evit arnodañ e Breizh ur chadenn rannvroel bublik gwir a c’hellfe krouiñ postoù labour dre lakaat ur plas bras d’ar brezhoneg » , emañ poent bras hervezon kas ur gwir raktres da benn diwar ar c’hinnig bet kaset d’ar rannvro e dibenn miz Kerzu 2012 gant France-Televisions. Seblant n’eo ket trawalc’h ur « bodad prederiañ » pell alemañ.
Goude hon oberenn gentañ dirak savadur Courcy d’ar 15 a viz Meurzh ha goude bet kaset un teuliad tematek da bep kuzulier rannvro, e c’houlennomp diganeoc’h un emgav gant ar rannvro war teuliad krouidigezh ur chadenn bublik divyezhek evit Breizh.
A galon, Aotrou Prezidant.