Da geñver e droiad e Penn-ar-Bed, Benoît Hamon, Ministr dileuriet evit an Ekonomiezh Sokial ha Kengret hag ar Beveziñ en deus degemeret un dileuriadenn eus ar strollad “Roomp Frankiz d’an Energiezhioù e Breizh” en ur sal eus Ti-Kêr Karaez. E-touez an dud degemeret gant ar ministr e oa ur stourmer deus Ai’ta ! ivez.
Displeget hon eus da vBenoît Hamon ar pezh a c’hortoze ar strollad digant gouarnamant François Hollande : gwiriekañ Karta Europa ar Yezhoù Bihan-niver, adunvaniñ Breizh, kaout ur gwir skinwel publik divyezhek ha kaout ur parlamant e Breizh.
Selaouet ar goulennoù gantañ en deus disklêriet ar ministr e kasfe keloù eus kement-se da François Hollande. Ar ministr en deus ouzhpennet : « Ar broioù tapet da skouer ganeoc’h (Katalunia, Skos, Kembre…) a lak unvaniezh Stadoù Spagn ha Breizh-Veur en arvar, hag ar Stad C’hall n’eo ket prest da vont gant an hent-se ! »
Netra nevez e bro « Gwirioù Mab Den » eta… Ar vinistred a cheñch e penn ar Stad C’hall; padal, forzh peseurt hini a vefe o c’hostezenn bolitikel, UMP pe PS, pa saver goulennoù oute evit ma vo roet muioc’h a frankiz da Vreizh ha d’ar Vretoned e tegasont da soñj deomp eo unvan ha disrannus ar Republik Gall. E berr komzoù e varnont hor yezh hag hor sevenadur d’ar marv !
Da heul ar respontoù zo bet graet ouzhimp gant Benoît Hamon e teu da vezañ splannoc’h-splannañ n’eus netra vat da c’hortoz eus al lezennoù digreizennañ da zont, na deus gouarnamant Pariz. Ne chom nemet un dra d’ober d’ar Vretoned kar o yezh : stourm ha stourm adarre, betek gounit ar gwirioù a zo deomp !