26
May
2013

Ai’ta! dirak ti ar c’hentañ ministr, Jean-Marc Ayrault !

Dirak ti Jean-Marc Ayrault

Tud Ai’ta! o stankañ an ti gant panelloù !

Hirie beure eo bet stanket ti ar c’hentan ministr Jean-Marc Ayrault e Sarzhav gant Ai’ta! Goulenn a reomp grons ma vo sevenet ar pezh a oa bet prometet warlene gant François Hollande : peursinan karta Europa ar yezhoù minorel. Derc’hel a ra ar Stad C’hall da ziskar hor yezh : ar panelloù divrezhonek dastumet ganimp war vord hentoù bras ar vro a ziskwel splann an dra-se. Se ‘zo kaoz hon eus stlabezet un toullad anezhe dirak ti Jean-Marc Ayrault. Trawalc’h a bilbouserezh a-berzh ar pennoù bras-se hag a sav a-du gant ar brezhoneg pa vezont e Breizh ha ne reont tra ebet ur wech en em gavet er gouarnamant ! Derc’hel a ray Ai’ta! da stourm muioc’h-mui keit ma ne vo ket doujet ouzh hor yezh hag ouzh an dud a ra ganti. Brezhoneg bev ! Brezhoneg ofisiel !

Dirak ti Jean-Marc Ayrault

«
»

Comments are closed.