Nag hir eo an hent evit gounit doujañs d’hor yezh. Nevez zo, eo bet nac’het c’hoazh ur chekenn e brezhoneg gant ur stal, an asurañsoù MAAF. Ai’ta! n’eus savet e mouezh hag harpet Brendan, ar bratik bet nac’het e chekenn dezhañ. Gortoz a reomp digarezioù digant ar MAAF ha degemer an holl chekennoù e brezhoneg. Da c’houzout, Brendan n’eus adkaset dezho ar memes chekenn o c’houl digarezioù. Un afer a ziforc’hidigezh eo.
Siwazh, ur wech c’hoazh, an afer mañ a ziskouez deomp pegen diasur eo implij hor yezh e maez ar bed prevez. Hor gwirioù denel, hini implij hor yezh vamm en o zouez, n’eo ket anavezet c’hoazh. Ai’ta! a embann ur wech c’hoazh ar pal tizhout an ofisializañ evit ar brezhoneg. Kement all a zo ret evit reiñ un dazont ha lieskementiñ implij ar yezh er vuhez foran.
Kavit amañ da heul lizher ar MAAF ha respont Ai’ta! Gwelet lizher Ai’ta! d’ar MAAF