D’ar yaou 4 a viz Ebrel eo en em gavet Ai’ta! gant un dek aozadur bennak evit ur galv a-unan. Goude bezañ en welet meur a wech asambles eo en em glevet 9 aozadur gentañ war un destenn gant 4 goulenn evit muioc’h a zemokratelezh e Breizh.
Pediñ a reomp an holl da lenn amañ da-heul frouezh hol labour, da sinañ ar galv hag ivez da skignañ anezhañ a-benn ma vo brudet hag adkemeret gant ar muiañ posubl a aozadurioù, dilennidi, hiniennoù… Ra vo niverus ar respontoù. Ai’ta holl asambles !