A-raok mont da c’hoari krampouezh war an aodoù (?!) e kinnig Ai’ta! deoc’h ur stummadur war ar mod da sevel, da brientiñ ha da gas un oberenn disentiñ.
Choaz ur pal hag strategiezh, tuta, prientiñ an dafar, bezañ gwelet er mediaoù… Reiñ ur rol da bep hini ha dont a-benn d’ar palioù lakaet… Ober war-dro an archerien, ar mediaoù, an arvesterien…setu un toullad traoù ha na vezont ket graet war ar prim, hag ul labour a skipailh a rank bezañ !
Rannañ ar skiant hon eus prenet war an dachenn eo pal an devezh, hag un tamm labour pleustrek a vo ivez !
Emgav d’ar sadorn 22 a viz Even e Ti ar Vro Kawan da 10 eur beure. Da 5 eur e vo achu d’an diwezhatañ. Evit mann eo an devezh. Degasit ho poued ganeoc’h !
Evit lakaat hoc’h anv, kasit ur postel da : contact@aita.bzh
Skipailh Ai’ta!