05
Jun
2013

Ai’ta! degemeret gant ar gannadez Corinne Erhel

Corinne_Erhel

Skeudenn : Wikipedia

Goude ur goulenn emgav bet savet pell ‘zo eo bet degemeret ar strollad Ai’ta! gant Corinne Erhel, kannadez Lannuon, d’al lun 3 a viz Even.

Tri ezel ar strollad Ai’ta! a zo bet o welet Corinne Erhel gant ar pal goulenn diganti he ali diwar-benn 56vet promesa François Hollande, da lâret eo gwirekaat karta ar yezhoù bihan, sinet ‘pell ‘zo gant Jospin. 

Sioul ha pozitivel eo bet an emgav ha tro o deus bet izili Ai’ta! da zisplegañ o soñjoù : brezhoneg war an hentoù « broadel » e Breizh, reiñ muioc’h a-lañs evit ar brezhoneg er skolioù…

Kement hag ober eo bet kinniget d’ar gannadez ar gensavenn “Galv Pondi“, Ai’ta! o vezañ e touez ar sinerien. Kaset ‘oa bet dezhi ar gensavenn dre lizher, met n’he deus ket bet tro da respont evit poent. Ober a raio a-raok pell he deus lavaret…

Aliet he deus tud Ai’ta! da c’houlenn un emgav gant Jean-Jacques Urvoas, kannad Kemper hag e penn bodad al lezennoù er Vodadenn Vroadel C’hall.

«
»

Comments are closed.